Sankenn an Oriant

An talbenn e Breizh e penn kentañ miz Eost 1944. Gwelet a reer tachenn sankenn an Oriant war aod ar Meurvor Atlantel.

Sankenn an Oriant[1], pe enserradenn an Oriant[2], pe Chakod an Oriant[3], a oa un dachenn dalc'het gant armeoù Alamagn betek diwezh an Eil Brezel-bed, en-dro da gêr an Oriant. Mont a rae an dachenn-se eus al Laeta er c'hornaoueg da Blouharnel er reter hag e-barzh e oa ivez Groe hag ar Gerveur. Dalc'het e oa bet gant an Alamaned evit gallout mirout an diazlec'h listri-spluj.

  1. Martial Ménard, Dictionnaire français-breton, 2012.
  2. Pêr Drezen, GeriaouEGI, TES, 2007.
  3. Istor Breizh, L. Elegoet, TES, 1998.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search